Fiat lux (Ra vo gouloù!) zo ur bomm latin a lenner er Vulgata, e pennad kentañ Levr ar C'heneliezh (1,3), ma'z eo kontet krouidigezh ar bed gant Doue en ur ober c'hwec'h deiz. Un urzh eo a-berzh Doue pa voe krouet ar bed gantañ.
Sed ar frazenn en he hed: ... dixitque Deus fiat lux et facta est lux[1] (... hag e lavaras Doue "Ra vo gouloù", ha gouloù a voe).
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search